Quimper Sot gant an armoù kozh

Saloñs an armoù kozh hag eñvorennoù an arme a vo d'ar Sul 12 a viz C'hwevrer. Philippe Briand, sot gant kontilli ar Brezel 1914-1918 a vo e-touez an diskouezerien.

09/02/2017 à 17:22 par Sébastien Joncquez

 -
-

Troet gant Maela Ily diwar Sébastien Joncquez

Kavet e vo gant gweladennerien saloñs Kemper eñvorennoù istorel a bep seurt: eus ar pistolennoù sileks betek sabrennoù ar c’hentañ Impalaeriezh pe c’hoazh arouezennoù rejimantoù an arme gall hag ivez armoù kozh evit chaseal, baionetezoù, tokarnoù, medalennoù, fotoioù, levrioù, kazetennoù, dielloù, c’hoarioù war dem an arme, pezhioù jeep ha karbedoù all, dreistadoù, gwiskamantoù ha dafar an daou vrezel bed hag ar stourmoù diwezhañ (Indez-Sina, Aljeria, darvoudoù diavaez), hag all…

Diskoachañ traoù rouez

E-touez an diskouezerien niverus e vo Philippe Briand. Ar minter kozh, ganet e Kemper e 1951, a zo sot gant baionetezoù ha kontilli trañcheoù ar c’hentañ Brezel Bed. « Marteze eo liammet gant ma micher. Plijout a ra din touch ar pezhioù-se », goveliet er mareoù-se. Ur mignon dezhañ eo en deus entanet anezhañ bloavezhioù ‘zo. Ha ‘giz ma plij dezhañ « furchal en tiretennoù », emezañ o c’hoarzhin, e krog Philippe Briand da zastum an armoù eus ar prantad 1914-1918 kazimant hepken. « C’hoarvezout a ra din prenañ pezhioù all met evit gellout eskemm anezho eo hepken. »

Ar marc’had a zedenn anezhañ a zo keroc’h-kerañ. E-giz tout ar pezh a zo rouez… Atav war evezh ec’h anzav eo aesoc’h bremañ gant internet. « Bremañ e kaver pezhioù brav war lec’hienn Le Bon Coin », emezañ.

E-pad ar saloñsoù – e-giz hini Kemper aozet evit ar 27vet gwech -, e teuio adarre da glask diskoachañ ur gontell rouez. Hogen ne vo ket diskouezet gantañ e zastumadeg. E-giz an holl dastumerien e talc’h anezhi evitañ e-unan. « Ma flijadur din-me eo ; n’eo ket bet diskouezet morse. »

Unan eus ar re vrasañ e Breizh

Ar gevredigezh Istor ha Dastumadegoù Kerne a aoz, d’ar Sul 12 a viz C’hwevrer, e 27vet Saloñs an armoù kozh hag eñvorennoù an arme, e Kemper. Foar an traoù kozh arbennikaet evit an dastumerien armoù kozh hag eñvorennoù an arme, dasparzhet war 300 metr linennel a standoù, eo saloñs Kemper unan eus ar re vrasañ e Breizh gant e dri-ugent dastumer o tont eus Bro-C’hall a-bezh (bretoned evit an darn vrasañ anezho, lod all eus Pariz, eus Bro-Normandi, eus Charente-Maritime, eus an Dordogn, eus Bro-Vayen, eus an Norzh). « An dibab ha kalite ar pezhioù kinniget o deus roet brud vat da Saloñs an armoù kozh hag eñvorennoù an arme e Kemper, hag ar vrud a zo kresket en diavaez eus ar rannvro », eme an aozerien.

29000 Quimper

Captcha en cours de génération.....Version audio
Changer l'image

Votre journal cette semaine

Abonnement

Recevez l'actualité qui
vous concerne. Je m'abonne