Ar greizenn biogaz vrasañ er c'hornôg

Digor eo kreizenn biogaz Kemper. Ar produerezh a zo par da vevezerezh gaz 6 350 annezad, pe 10 % eus poblañs ar gêr.

16/03/2017 à 14:34 par Administrateur

Ar greizenn biogaz vrasañ er c'hornôg a zo bet digoret d'ar Gwener 10 a viz Meurzh, e Kemper. ©Pascal Leopold. -
Ar greizenn biogaz vrasañ er c'hornôg a zo bet digoret d'ar Gwener 10 a viz Meurzh, e Kemper. ©Pascal Leopold. -

Kreizenn biogaz Kemper a zo souezhus ken bras ma ‘z eo. Ar beolioù bras a dreuzfurmo bep bloaz 33 600 tonenn a zanvezioù organek e 2 pe 2,5 million a m3 gaz a vo kaset war rouedad GRDF. Ar produerezh a zo par da vevezerezh gaz 6 350 annezad.

N’eo ket bet dibabet gant ar strollad VOL-V dre zegouezh Kemper ha takad ar Gelen. « Amañ emaomp war un takad labour-douar hag agrobouedel. War ur skin a 30 km emañ hon holl kenlabourerien industriel (Bigard, Socopa, al lazhti Socabaq, Doux…) hag an nav labourer-douar a bourchas o dindanadoù : druzoni, teil, hañvouez… », a zispleg Cédric de Saint Jouan, prezidant Vol V ha Think Tank France Biométhane.

Ur postadur a 9,5 million a euro

Ar biogaz a vez kaset war rouedad dasparzh ar gaz naturel, al lec’h kenstagadur a zo just e-kichen an dachenn (a 4,6 devezh-arat). Ar greizenn a brodu ivez 29 000 tonenn a zilerc’hioù hag a vez skuilhet war 17 atant, evit ur gorread a 3 810 devezh-arat.

Seizh bloavezh o deus bet ezhomm a-raok dont a-benn d’ar raktres a 9,5 million a euro. Ar strollad Vol-V a zo deuet a-benn da strollañ oberourien niverus ha strollegezhioù : an Ademe (990 000,00 €), Ajañs an dour el Liger (492 000,00 €), an Departamant (150 000,00 €), Kemper, Kemper Breizh-Izel.

Un eil greizenn e Kastellin

Ur strollad arbennikaet war an energiezhoù nevez a soñj e vo ezhomm dek vloaz evit kaout distro diwar bostañ ar greizenn vrasañ eus ar c’hornôg. A-raok fin ar bloaz e vo digoret ur greizenn nevez gant Cédric de Saint Jouan e Penn-ar-Bed, e Kastellin.

Ar ment a vo tamm-pe-damm memes hini hag hini Kemper hag a vo pourvezet dreist-holl gant lazhti-yer Doux. Ar biogaz a vo kaset e rouedad uhelwask trañsportoù gaz GRTgaz. Ar wech kentañ evit ar rannvro : « Labouret eo bet gant an avel ha gant an heol. Bremañ eo tro ar biometan », eme Cédric de Saint Jouan. Emañ e strollad oc’h ober war-dro 5 chanter hag eizh all o deus bet an aotreoù goulennet.

D’ar 1tañ a viz Genver 2017 e c’heller kontañ 61 unvez produiñ ha talvoudekaat ar biogaz e Breizh. An energiezh-mañ a zo 14,7 MW tredan staliet ha 70 Nm3 CH4/h adlañset.

Captcha en cours de génération.....Version audio
Changer l'image
Présidentielles 2017

Votre journal cette semaine

Abonnement

Recevez l'actualité qui
vous concerne. Je m'abonne