Quimper Kemper : golf e kêr evit an holl !

Ne vez ket graet en natur hepken. C'hoari golf a c'heller ober e kêr ivez. Ur brouenn a vo gant ar c'h-Kemper Urban Golf, d'ar Sadorn 8 ha d'ar Sul 9 a viz Ebrel.

06/04/2017 à 16:07 par Administrateur

D'ar Sul 9 a viz Ebrel eo pedet ar c'hoarierien golf e straed Kereon. -
D'ar Sul 9 a viz Ebrel eo pedet ar c'hoarierien golf e straed Kereon. -

Hentoù da zizoloiñ, kenstrivadegoù evit ar re resisañ, abadennoù gant tud a-vicher… Diwallit : nijal a raio ar bolotennoù an dibenn-sizhun-mañ e kreiz-kêr Kemper !

Resisadur : n’eo nemet bolotennoù golf. Disadorn 8 ha disul 9 a viz Ebrel e vo ar c’hoarierien war blasenn Sant-Kaourintin hag e straedoù ar gêr evit ar c’h-Kemper Urban Golf. Ar braviger Patrick Kerleroux, prezidant golf Kerne er Forest-Fouenant, a zo e penn ar raktres. An emgav a zo e-pad Pemzektez ar gomersanted, kaset da benn gant stalioù Kemper. « Ar mennozh a zo kinnig un abadenn dibar evit reiñ talvoudegezh d’ar c’hreiz-kêr ha reiñ da zizoloiñ ar sport d’ar brasañ niver. »

Abadennoù digoust

Savet eo bet ar program evit ma teufe an deraouidi. Sot e vefe chom hep klask peogwir e vo digoust an holl abadennoù (putting green, frammoù c’hwezhet evit ar vugale, hentoù dizoloiñ…). An darn vrasañ anezho a vo war blasenn Sant-Kaourintin e-lec’h ma vo staliet ur gêriadennig. « Ar golf a zo bet e-pad pell evit an dud uhel o renk, met n’eo ket ar memes tra ken. Hiziv emañ o kregiñ da vezañ poblekoc’h », a gendalc’h Patrick Kerleroux. Ouzhpennañ a ra : « E golf Kerne ez eus kalz a dud yaouank o kregiñ hag o c’hounnezh prizioù. Ouzhpenn-se e sikour ar golf an dud war an oad da genderc’hel d’ober sport dre ar bale. » Ar golf e kêr, pe street golf, a grog ivez d’en em ziorroiñ e Bro-C’hall. Gourc’hemennoù da Gemper !

Un hent e kreizig kreiz kêr

Ar c’h-Kemper Urban Golf a zo ivez ur genstrivadeg d’ar Sul 9 a viz Ebrel, adalek 1e. Un hanter kant c’hoarier bennak o deus lakaet o anv dija evit kemer perzh war an hent nav zoull. Eus plasenn Sant-Kaourintin betek plasenn Terre-au-Duc. « Ar mennozh a blij din ! », eme Ronan Colas, 27 bloaz. Dont a raio eus Sant-Malo evit skeiñ gant ar volotenn. Kroget eo gant ar golf daou vloaz ‘zo ha pleustriñ a ra div wech bep sizhun bremañ. « Evit an emgav-mañ, ne vo ket gourdonnet en un doare dibar. Dont a rin dichafoul hag imoret mat evit kaout plijadur en ur c’hoari en ul lec’h dibar. » Pal ar genstrivadeg a zo lakaat war wel ar golf. « N’eo ket ur c’hip met ur challenge aozet gant ur spered c’hoari ha laouen », eme Patrick Kerleroux.

Titouroù :
Kregiñ a raio disadorn da 10e. Sonerezh gant bagad Glazik Kemper da 11 e 30. Diskouezadegoù da 6e. Digor e vo ivez d’ar Sul, etre 10e ha 7e. 
Titouroù : www.kemper-urban-golf.fr
Digoust.

29000 Quimper

Captcha en cours de génération.....Version audio
Changer l'image
Présidentielles 2017

Votre journal cette semaine

Abonnement

Recevez l'actualité qui
vous concerne. Je m'abonne