Ar Porzhe, douaroù an avel hag ar sportoù riklañ

E-pad un dibenn-sizhun e vo lakaet war wel, war douaroù ar Porzhe, obererezhioù a bep seurt liammet gant ar sportoù riklañ ha re an avel.

18/05/2017 à 14:47 par Administrateur

25483-170517115347079-2393600014494313497.jpg
Dont a raio aodoù ar Porzhe da vezañ un dachenn sport vras d’an 20 ha d’an 21 a viz Mae. Eil abadenn ar Breizh wind a vo war aodoù Lestrevet (Plomodiern) -Pentrez (Sant-Nik) ha Santez-Anna ar Palud (Plounevez-Porzhe). Ti touristed ar stêr Aon hag ar Porzhe a zo e penn ar raktres abadennoù avel ha sportoù riklañ. Skoazellet (hag arc’hantaouet) e vez gant kumunioù an arvor ha kumuniezh-kumunioù Pleiben-Kastellin-Ar Porzhe.

Dañs ar plaverezioù

Ar Breizh wind a lak war wel an obererezhioù bageal ha liammet gant an avel, kinniget war an dachenn stanket etre ledenez Kraoñ ha Douarnenez. War an arvor e vez difin ar pezh a c’heller ober. Gellout a raio an arvesterien gwelout drezo o-unan en ur destiñ digoust war aodoù Lestrevet, ar c’hayak, ar surf, ar boue stlejet, ar baleadennoù en dour, ar c’hirri-dre-lien, an deltaplaver, leviañ askell ar c’hitesurf, ar volc’haskell, ar beach volley, ar speedminton (badminton war an traezh), ar beach handball…
Evit 8 euro e vo posupl pignat war vourzh ur voñgolfierenn ha nijal war al lec’h. War an aodoù e c’hello ar vugale c’hoari er savadurioù-c’hwez, sevel ur sarpant-nij (etre 2 ha 4 euro), bezañ dremmlivet… Un abadenn gant tregont kitesurfer eus kevredigezh regataoù Douarnenez a vo ivez.
Miliadoù a dud a rankfe dont ivez evit sellet ouzh an abadenn gant ar plaverezioù nevez. Treiñ a raint d’an 20 ha d’an 21 a viz Mae, etre 2e ha 4e, a-us da aod Santez-Anna ar Palud. « Diaes-tre eo bet kaout tout ar rakdivizoù hag an aotreoù evit an dañs-se. Koulskoude e chomomp dalc’het gant an amzer », a zispleg Ti an Douristed.
An nijadenn-mañ a zo evit lidañ 200 vloaz ganedigezh Jean-Marie Le Bris, diaraoger an aerlestrerezh. Ar martolod eus Konk-Kerne en doa savet ul lestr gant divaskell, awenet gant an albatroz. E bourzh ar mekanik-mañ en deus plavet evit ar wech kentañ e miz Kerzu 1856 e kêriadennig Trefeunteg (Plounevez-Ar Porzhe). Meur a wech e klasko adarre, betek terriñ ur c’har.
Evit echuiñ gant ar program e c’hello ivez an arvesterien kemer perzh e dañsoù ar sarpantoù-nij ha krouidigezh un taper-huñvreoù divent. Ur pred a vo aozet ivez hag un nozvezh spoue, kinniget d’ar Sadorn war aod Ty Anquer.

Enskrivadennoù war al lec’h evit an holl obererezhioù, estreget ar volc’haskell. Program klok war www.breizhwind.com

Captcha en cours de génération.....Version audio
Changer l'image

Votre journal cette semaine

Abonnement

Recevez l'actualité qui
vous concerne. Je m'abonne